Bez’ez eus eus Diwan abalamour da vankoù an Deskadurezh Stad na ro ket e blas d’ar brezhoneg ; goulenn a ra groñs Diwan ma vo kemeret e karg he skolioù en ur servij deskadurezh publik demokratel ha renevezet e Breizh, a aotreo implij ar brezhoneg evel yezh kevredigezhel eus ar skolioù-mamm betek ar skolioù-meur en holl domanioù ar c’helenn.
Distag eo Diwan diouzh pep aozadur prederouriezhel, politikel, sindikadel, h.a. Rak-se ec’h embann DIwan e c’houlenn groñs he stourm ma vo doujet da gredennoù relijiel, prederouriezhel pe politikel he holl izili forzh pere a vefent gant ma ne vint ket kontrol da Zisklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den. An habaskter hollret-mañ a gas Diwan da zifenn ha da vroudañ al laikelezh en he c’helennadurezh ha dont da c’hred da frankiz soñjal pep hini.
Diwan a laka e plas ur c’helenn demokratel o kenlabourat a-zevri gant ar gerent, ar strollegezhioù lec’hel hag ar gelennerien. Goulenn a ra Diwan digant tud ar vugale krouiñ e-touez an tiegezh un aergelc’h emsav a-benn reiñ d’ar brezhoneg e blas en o buhez pemdez.
Gouestlañ a ra Diwan broudañ implij ar brezhoneg d’an holl leveoù a diabarzh ar gevredigezh. Eus un tu all e kas Diwan war-raok un diorroadur sevenadurel e brezhoneg a ro da bep bugel ar muiañ a gartennoù-trec’h evit sevel e-unan e zazont had a ra an tu da vugale Breizh da gemer e karg o endro naturel, sokial ha armezhel.
Diskleriañ a ra Diwan bezañ a-enep pep unneuziadur yezhel, bezañ stag ouzh ar stummoù disheñvel a eztaoladoù sevenadurel, hag embann a ra n’eus nemet o c’henklokauster a zegas unaniezh ha kenbinvidigezh stroll. Ar brezhoneg kelennet e skolioù-mamm Diwan zo an hini implijet en o endro douaroniezhel ha denel.
A-du gant gwirioù dilammadus ar pobloù d’en em ezteurel dre o sevenadur dezho o-unan e c’halv Diwan kement hinienn zo tomm ouzh an demokratelezh, an aozadurioù sevenadurel breizhek, an aozadurioù sindikatel, re ar gelennerien peurgetket da stourm a-gevret ganti evit muioc’h a justis hag a-enep pep furm a vac’homerezh sevenadurel.
Diskleriañ a ra Diwan bezañ kengred gant an holl bobloù a stourm evit o fersonded sevenadurel, lakaet e-barzh al labourerien embroet, hag e embann e talvez o liesseurtegezh da binvidikaat glad mab-den.















Version imprimable