Ne gomzomp ket brezhoneg. Barrek e vimp da heuliañ labour hor bugel ?

d'ar merc'her 21 a viz Du 2007, gant webmestre

Evit an darn vrasañ eus ar familhoù eo heñvel. Ne gomzit ket brezhoneg met ho pugel a ray, ha gouest e vo da zisplegañ deoc’h e galleg peseurt labour en do d’ober er gêr.

Barrek e vo ivez da dreuzkas e brezhoneg an displegadennoù ho po roet dezhañ e galleg. Ar pep pouezusañ evitañ eo reiñ c’hoant dezhañ da zeskiñ ha kalonekaat anezhañ en ur zisplegañ dezhañ peseurt choaz raktres desavadurel a zo bet graet ganeoc’h evitañ. Ar skolaerien a vez aze ouzhpenn-se evit skoazellañ reiñ alioù deoc’h.

SPIP | framm | Lodenn brevez | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0